Kejadenn


Kejadenn Dimitri Boekhoorn

Kejadenn Dimitri Boekhoorn

19 days ago

Dimitri Boekhoorn zo arbennik war ar binviji kerdin piñset dezho. Deuet e oa evit ur bezegenn e Yezhoù ha Sevenadur, pedra da lakaat ar gaoz war ar bed dibar-mañ : Muioc'h a ditouroù : [https://www.harpes-dimitri.eu/fr/] (https://www.harpes-dimitri.eu/fr/) Sonerezh : Eleanor Plunkett & Mary O Neill, daou don savet gant an telennour iwerzhonat Turlough O'Carolan en 18vet kantved, kempennet ha sonet gant un delenn geltiek ; Nobilis Humilis, meulgan eus an 12vet kantved, kempennet ha sonet gant un delenn grennamzerel, kerdin metal dezhi.


Kejadenn Djibril Aatif

Kejadenn Djibril Aatif

3 months ago

Emgav gant Djibril Aatif 'benn kaozeal c'hoarioù video ha dreist-holl Super Mario Kart. Tro en doa bet mont da gampioand bed ar c'hoari da vro-Japan. Kontañ a ra deomp e avañtur.


Kejadenn Justine Morvan

Kejadenn Justine Morvan

4 months ago

Emgav gant Justine Morvan, arzourez liesseurt. Aktourez, sevenourez, sonerez, kanerez-kompozerez. Ganti e lakaimp ar gaoz war un nebeud eus he raktresoù : [Karantez Vamm] (https://www.instagram.com/p/DXhBVlPjDtB/) , [Karaoke Social Club] (https://www.instagram.com/karaoke.social.club/) , [Silène] (https://silene-musique.bandcamp.com/album/papesse) , ha [Cheval Jospin] (https://www.instagram.com/chevaljospin.mp3/)


Ar gazetennig Tire-au-Flanc

Ar gazetennig Tire-au-Flanc

5 months ago

Glen ha Youenn a ginnig ar gazetennig Tire-au-Flanc, hag al lec'h Loukanikos e Roazhon.


Kejadenn Rozenn Milin

Kejadenn Rozenn Milin

6 months ago

Rozenn Milin zo istorourez hag he doa labouret bloavezhioù-pad e liamm gant ar mediaoù. Deuet e oa da S.Ervlan evit ur brezegenn. Peadra da lakaat ar gaoz war he labour tezenn e liamm gant simbol ha gourlakadenn ar galleg war ar boblañs. Prezegenn en he fezh : [https://www.radiobreizh.bzh/episode/79835] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/79835)


Kejadenn Levenez Molac

Kejadenn Levenez Molac

7 months ago

Hiziv en em gavomp gant Levenez Molac evit kaozeal eus he labour er framm bedel WAN-IFRA : aozadur bedel embannerien ar Gwask.


Kejadenn Anton Châtelier

Kejadenn Anton Châtelier

8 months ago

Kejadenn Anton Châtelier diwar-benn istor ar gallaoueg, embannet e Holloueziadur Breizh-Uhel, Haute-Bretagne, l'encyclopédie


Kejadenn Gildas Gruimault

Kejadenn Gildas Gruimault

9 months ago

Kinniget en deus Gildas Gruimault e dezenn "S'imaginer Bretonnant" diwar-benn an dud c'hour a heul stummadurioù hir


Kejadenn Ludsine Briand pour evit Kezeg an Heol

Kejadenn Ludsine Briand pour evit Kezeg an Heol

10 months ago

Kezeg an Heol, ul levr nevez embannet gant ouzhpenn 20 plac'h o vezañ kemeret perzh. En o zouez, Ludsine Briand a gont hiroc'h war ar pezh 'neus skrivet.


Kejadenn Nalex Tandre

Kejadenn Nalex Tandre

11 months ago

[Nalex Tandre] (https://nalex-tandre.sumupstore.com/) zo ur skrivagner.ez fantazi. Embannet e oa bet h.e levr kentañ e galleg warlene. Bremañ ma komz brezhoneg e oa deuet d'ar studio da gontañ hiroc'h deomp diwar-benn Garaouen, anv al levr.


Next Last