C'hwitet ho peus an Taol-Lañs digwener ? Adkavit amañ hon abadenn a oa bet enrollet war-eeun. En urzh tremen : Balafenn (rummad Dazont) Yannick Jaouen (rummad Dazont) Skrilh (rummad a-vicher) An Abhain (rummad Dazont) Anna Graham (rummad a-vicher) Klara Ninn (rummad a-vicher) Muncai (rummad a-vicher) Tanork (rummad a-vicher) Un abadenn kinniget gant Metig Jakez-Vargas, Erwan Blanchard, Yann Boishardy ha Padrig Feroc. Trugarez da skipailh radio BOA evit bezañ graet war-dro an teknik !
2 eurvezh abadenn war-eeun eus Maner Kernod, ul lec'h istorel e Mellag evit Gouel Broadel ar Brezhoneg. Fulup Jakez eus Ofis publik ar brezhoneg ha Paul Molac, kannad, a zo bet pedet evit an eurvezh kentañ evit lakaat ar gaoz war stad ar yezh. Liza Jakez-Vargas eus ar gevredigezh Aerlin ha Maksim Crahé eus Radio Bro Gwened a zo bet pedet evit kaozeal eus implij ar brezhoneg er bed kwir. Kadvael Jolived eus an daouad rap Plouz ha Foen hag ar ganerez, sonourez ha komedianez Nolwenn Korbell a responto ouzh goulennoù Enora Molac diwar-benn implij ar brezhoneg e bed an arzoù. Hag evit klozañ e vo klasket kompren hag-eñ zo atav ur ster politikel gant ar gouel asambles gant : Lena Louarn, stourmerez, bet kuzulierez e rannvro Breizh ha renerez Skol an Emsav. Tangi Louarn, stourmer hag e-touez ar re o deus krouet Skol an Emsav. Yves-Marie Derbré-Salaün, stourmer, ezel eus ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg ha teñzorer ar rouedad Diwan. Un abadenn kinniget deoc'h gant : Enora Molac, Neshka, Pauline Daniel, Laetitia Fitamant, Morgane Bramoullé, Metig Jakez Vargas, Koulm' ha Marianne Vaidie. Teknik : Bruno Blanchard, Clément Samson ha Nicolas Milice.
1e00 abadenn war eeun eus an Transmusicales ! Klevet eo bet : -Maela Dubée 'vit Zarmines,ur c'henstroll a ra war dro klinkadur ar gouel - Atersadenn Quinquis -Atersadenn Verde Prato prientet gant Ewen Dubée hag eilmouezhiet gant Liza Jakez Vargas -Kronikenn Liza Jakez Vargas -Hor c'houviad mister, Benjamin Bouard -Ur blind-test -Atersadenn Daniela Pes prientet gant Chan Chevrel hag eilmouezhiet gant Metig Jakez Vargas Un abadenn lusket gant Chan,Liza,Metig ha Morgane Ouzh an teknik, Tangi Ouzh ar skeudenn,Tara ha Saig
1e30 abadenn war eeun eus Yaouank, deuet en-dro e sal ar Frankiz ! Tro dro an daol, bez e oa: -Thélo 'vit Les Américains du désert -Marine 'vit Eben -Aziliz,Koulm ha Gurvan 'vit Digabestr -Loan 'vit Llym -Elouan hag Iwan 'vit Handia Ur blind-test, ur gronikenn, atersadennoù, stank ha pinvidik oa an abadenn ! Un abadenn lusket gant Anton,Aodren,Enora,Liza,Molly et Morgane Ouzh an teknik, Clément ha Tangi Ouzh ar skeudenn,Tara ha Saig
War-eeun emañ skipailh Radio Kerne eus Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Tem ar bloaz-mañ : Brazil ! En abadenn : Tudi Kernalegenn hag Anna Kere, diwar-benn 10 vloaz BED Julianna Stein Nicoli diwar-benn ar stankadegoù bras e Brazil Louis Le Roux, diwar-benn ar festival "Hors les murs" Yves Jardin, eus an AFPS, diwar-benn ar Palestine da geñver ar focus graet gant ar festival Kinniget gant Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas ha Morgane Bramoullé
War-eeun emañ skipailh Radio Kerne eus Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Tem ar bloaz-mañ : Brazil ! En abadenn : Morgane Lincy-Fercot ha Marzhin Huguet, sevenour·ez, diwar-benn labour Nicole ha Félix Le Garrec Mona Caroff, kenbrezidantez Daoulagad Breizh, diwar-benn an dibab Daoulagad ar vro Nicole Le Garrec, diwar-benn he diaporama La Langue bretonne Mikael Bernadat, diwar-benn he film Slay the Gender Kinniget gant Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas ha Morgane Bramoullé
War-eeun emañ skipailh Radio Kerne eus Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Tem ar bloaz-mañ : Brazil ! En abadenn : Anna Lincoln, eus Kalanna Productions Bleuenn ar Borgn, sevenourer A vouez uhel Kristen Falc'hun, eus Canal Ty Zef Kronikenn : hêrezh ar sklaverezh e Bro Vrazil Kinniget gant Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas ha Morgane Bramoullé
Une eurvezh a abadenn gouestlet da C'hoarioù Breizh gant: -Alixia Thuau kenurzierez an ASB - Atersadenn Eva Ní Mhealláin n c'hoarierez mell-droad gouezeleg - Vassili Moreau hag Arzhur Blain evit Kentelioù an Noz - Tanguy Philippe,mestr-prezegenner e STAPS Un abadenn kinniget gant Liza Jakez-Vargas ha Morgane Cotten