Daouarn ha pri


Gwez bezv ha gwer buzug

Gwez bezv ha gwer buzug

last year

Plij a ra da Awen Prigent, poder e Benac'h, ober ul liamm kreñv ha fentus a wezhoù etre e bodoù ha tassoù hag an natur. Er gronikenn-mañ e tispleg penaos e ra tassoù stumm ur ruskenn gwezenn bezv hag ivez e gont penaos e sav e gwer anvet "buzug"


Bed skiantel ha kevrinus al livioù

Bed skiantel ha kevrinus al livioù

last year

Awen Prigent a zo poder e Benac'h ha displegañ a ra deomp penaos e ra al livioù glas-gwer ha ruz, petra eo an engobe ha penaos en deus pep poder.ez e rekipe livioù.


Poazhañ

Poazhañ

last year

Awen Prigent, poder e Benac'h, a zispleg penaos e boazh e bolennoù ha tassoù gant e forn gaz. Tapout a ra un nebeut eurvezhioù hag eo ret bezañ pasiant evit chom hep tapout ar podoù pa vênt re domm.


Buhez ar poder n'eo ket c'hwezet

Buhez ar poder n'eo ket c'hwezet

last year

Awen Prigent a zo poder e Benac'h, evit ar gronikenn hiriv e tispleg penaos peurlipat un dassenn gwenn ha du ur wezh bet soubet an dassenn en amailh, ha kontañ a ra ivez ar preder en deus war ar fed e vefe faotet tassoù 'zo er forn ha penaos e aoz ar gouel evit 20 vloaz e stal boderezh.


Splujañ ar bolennoù er gwikad-gwer

Splujañ ar bolennoù er gwikad-gwer

last year

Setu-ni e stal poderezh Awen Prigent e Benac'h evit diskouez penaos e vez lakaet ar gwiskad-gwer, pe amailh, war ar bolennoù ha tassoù. Gant Awen e vez implijet kalzig an amailh du evit diabarzh e tassoù ha bolennoù. Mes ivez e diabarzh e engravadurioù. Diskouez a ra deomp penaos e spluj e bolennoù en amailh dourek ha penaos e naeta anezho da c'houde evit leuskel an amailh en engravadurioù hepken.


Arzourien.ezed o tresañ war tassoù

Arzourien.ezed o tresañ war tassoù

2 years ago

Awen Prigent en deus ur boderezh e kreiz-kêr Benac'h. Alies e ped arzourien hag arzourezed da staliañ o oberennoù en e stal. Keit-se e kinnig dezho ivez tresañ war tassoù a ra evito.


Sielloù 1/2

Sielloù 1/2

2 years ago

Awen Prigent a zo poder e Benac'h abaoe tost dek vloaz. E-pad pell en deus treset gant an dorn tresadennoù bihan e karrez war bolennoù ha podoù a bep seurt. Abaoe un nebeud bloavezhioù e implij sielloù graet gantañ, mont a ra buanoc'h. Staliet int tout war un daol e korn e boderezh. Kont a ra deomp penaos e ra.


Tresañ rozennoù gwenn ha du

Tresañ rozennoù gwenn ha du

2 years ago

Bepred omp e poderezh Awen Prigent e Benac'h. Lakaat a ra ac'hanomp da glevet er gronikenn-mañ penaos e tres rozennoù war bolennoù.


Sevel ur volenn gant an dorn

Sevel ur volenn gant an dorn

2 years ago

Displeg a ra Awen Prigent, poder 'ba Benac'h deomp pezh a blij dezhan er c’hlinkadurioù mes ivez penaos e ra evit sevel ur volenn gant an dorn, hep an turgn, ar mekanik a lak ar pri da zreiñ.


Klinkadurioù mod Gavriniz

Klinkadurioù mod Gavriniz

2 years ago

Ur gronikenn lec'h ma zispleg Awen Prigent, poder e Benac'h, penaos e ra evit klinklaat ur pod dour mod Gavriniz ha petra eo ar stil Gavriniz.


Next Last