Labous web


Implij kizhier digreizennet ha lec'hel evit labourat a-bell

Implij kizhier digreizennet ha lec'hel evit labourat a-bell

2 years ago

Ha ma vefe ostilhoù all eget ar re ginniget gant ar GAFAM evit chom e darempred gant an dud e-pad ar c'henfinañ ? Kinniget e vo aze ar raktres CHATONS lusket gant Framasoft. Liammoù meneget er gronikenn : [https://chatons.org/] (https://chatons.org/) [https://entraide.chatons.org/fr/] (https://entraide.chatons.org/fr/) [https://prism-break.org/fr/] (https://prism-break.org/fr/)


Anaoudegezh an dremm

Anaoudegezh an dremm

2 years ago

Aesoc'h eo bremañ gant an urzhiataerioù anavezout dremmoù an dud. Hag ur mennozh mat eo leuskel ar gouarnamantoù hag an embregerezhioù bras korvoiñ an deknologiezh-se evit o ezhommoù ?


An traezoù kennasket

An traezoù kennasket

2 years ago

An traezoù kennasket : Tamm-ha-tamm e teu an traezoù kennasket (objets connectés) en hon buhez, met dañjerus e c'hall bezañ degemer kement a vinviji bihan en ti.


An Emoji ;)

An Emoji ;)

2 years ago

AN EMOJI - Ar rouedad Twitter zo bet aloubet gant an hashtagoù #EmojiBzh ha #GwennHaDu, asambles ganto : banniel ar vro. Gant an holl pe dost e vez implijet ar fromlunioù bihan anvet emoji, met penaos int bet ganet ha penaos e vez ouzhpennet reoù nevez?


An Afer Pegasus

An Afer Pegasus

2 years ago

Diskuilhet ez eus bet e-kerzh an hañvezh 2021 un afer spierezh etrebroadel a-drugarez d'ur meziant diorroet gant an embregerezh NSO anvet Pegasus. Gwelet e vo da gentañ gant piv hag a-enep piv ez eo implijet ar meziant.


Enkadenn al Ledreeloù

Enkadenn al Ledreeloù

2 years ago

Un diouer a ledreelloù (semi-conducteurs) a vez er bed er mare-mañ. Gwelet e vo neuze petra eo ul ledreell, da betra servij ha petra eo efedoù ar gudenn-se ?


Penaos e vez taget ar pellgomzerioù ?

Penaos e vez taget ar pellgomzerioù ?

2 years ago

Gant an afer Pegasus eo bet merzet penaos e oa un embregerezh o werzhañ ur meziant implijet evit spiañ kazetennerien hag enebourien bolitikel. Met penaos eo posupl mont da furchal en un iPhone, brudet evit bezañ unan eus pellgomzerioù surañ a vez war a marc'had?


An taos eilad prevez war ar binviji adkempennet

An taos eilad prevez war ar binviji adkempennet

2 years ago

Bewech ma vez prenet ur benveg gant ur gartenn vemor pe un doare all da enrollañ sonioù pe filmoù eo ret pareañ un taos war an eilad prevez. Met daoust a rankout a rafed paeañ an taos-se war binviji a eil-dorn ?


An NFT

An NFT

2 years ago

Kevrinus ha luziet eo bed ar "blockchain", ha n'eo ket an elfenn nevez-deuet anvet "NFT" a lak an traoù da vezañ sklaeroc'h. Milionoù a zollaroù a vez eskemmet abalamour d'an dra-se koulskoude. Klaskomp kompren penaos ha perak ec'h a en-dro ar rouedad-se neuze.


Twitch

Twitch

2 years ago

Berzh bras a ra ar savenn skignañ videoioù war-eeun Twitch, ha kregiñ a ra tud e diavaez metoù ar c'hoarioù video da vont di. Un digarez da zisplegañ penaos ec'h a en-dro ar servij-se.