Ar Bigmeed a rank chaseal evit beviñ. N'hallont ket ober mod-all. Ne blij ket kalz an dra-mañ d'an WWF koulskoude. Evit gwareziñ al loened e vez gopret soudarded gant ar gevredigezh-mañ. Hag ar re-mañ a vez kaset da gêrioù ar Bigmeed ! Survival International 'neus savet klemm ouzh an OCDE.
Mojenn an Amazonezed a zo anveet-mat. Ar brezelourezed-mañ a sponte ar C'hreged gozh. Ur vronn 'n em droc'hent kuit da vezañ jenet pa raent gant o gwaregoù. Goût a rit eus pelec'h 'teufe koñchenn an Amazonezed koulskoude ? Abalamour da betra vez graet "Amazon" eus stêr brasañ Amerika ar Su ?
Ar Yuzevien Ruz a zo ur bobl vojennek. War meur a garten eus ar Grennamzer e vez kavet anv ar bobl yuzev-mañ. Ha n'eo ket 'met e penn-kentañ an XVIIIvet kantved oa bet dilaosket anezhañ gant ar jeografourien ! Met pelec'h oant o chom ? Ha 'blam da betra oant « ruz » 'ta ?