Ouzhpenn ar Vretoned a zo


Muzuliañ pennoù an dud

Muzuliañ pennoù an dud

2 years ago

A-benn oa komañset an Europeaned da golonizañ ar broioù all en Afrik hag en Azi, a-benn neuze 'oa bet dav dezho kaout un abeg bennak a zegouezhe gwelloc'h evit kontañ d'an dud lar yaent da laerezh an danveioù naturel. Lâret o doa neuze 'rankent mont da golonizañ ar broioù-se da sivilizañ anezho. Met a-benn neuze 'oa bet dav d'an Europeaned prouiñ lar oant avañsetoc'h evit ar pobloù all ! Pezh oa bet graet gant antropologourien 'zo hag o doa lakaet en o soñj prouiñ 'oa ar re wenn trec'h d'ar re all gant brasentez o empenn ...


Indio do Buraco

Indio do Buraco

2 years ago

Abaoe ar bloavezh 2000 'zo bet distrujet 30% deus koad stad Rondonia, er Brazil, ha pobloù amerindian 'zo zo kaset kuit deus o douaroù. Met e-kichenn Corumbiara zo un' deuzouto zo 'veviñ e-unan er c'hoad c'hoazh. Indio do Buraco vez leshañvet gant an dud.


Navac'hoeg war-c'horre Meurzh ?

Navac'hoeg war-c'horre Meurzh ?

2 years ago

Miz 'zo bremañ eo en em gavet ar robot Perseverañs war-c'horre Meurzh. Evel boaz zo e'mm d'ober anvioù d'an traoù a-nevez kavet da zalc'hen sonj deuzouto warlerc'h. Met n'eo ket e saozneg vo anvet ar menezioù hag ar c'herreg gant NASA : en navac'hoeg vo graet !


Señdrom Gwam

Señdrom Gwam

2 years ago

E enez Gwam, en inizi Marian, 'vez tapet an dud gant ur c'hleñved droll a-walc'h ha ne vez ket kavet neblec'h ebet mod-all : señdrom Gwam. Diskoachet oa bet er bloavezhioù 1950 gant medisined amerikan, hag en deiz-hiziv c'hoazh 'vefe un den war tri hag a nefe paket ar c'hleñved-mañ.


Liv ebet e Pingelap ha Pohnpei

Liv ebet e Pingelap ha Pohnpei

2 years ago

"Akromat" a vez lâret deus unan bennak ha n'eo ket evit gwelet al livioù. Ur c'hleñved jenetik eo, ral a-walc'h. Met en inizi Pingelap ha Pohnpei, er mor bras Pasifik, n'eo ket ral avat ! Un den war dek a zo akromat eno, tapet ar "maskun" gantañ, kleñved an daoulagad marv.


Aborijened Taïwan

Aborijened Taïwan

2 years ago

E-pad bloavezioù ha bloavezioù eo bet ar Japaneed ha neuze gouarnamant Taïwan o klask distrujañ kultur ar pobloù aborijen eno. Gweleet eo an traoù bremañ zo un nebeut a vloavezioù 'zo, abaoe eo aet Tsai Ing-wen da brezidantez ar vro. Met n'eo ket bet roet o douaroù dezho en-dro hag n'eus ket bet savet statud ispisial ebet evito c'hoazh.


Gourel pe benel ?

Gourel pe benel ?

2 years ago

Pep langach 'neus e vod da welet an traoù. E brezhoneg lakaomp 'vez dispartiet ar c'homzoù hervez o "reizh", o "jañr" ma peus c'hoant : gourel pe benel. Met bez 'zo langachoù all hag o deus kalz muioc'h evit an dra-se pe lod all c'hoazh ha ne reont diferañs ebet etre ar c'homzoù.


Fall ar jeu e Kashmir

Fall ar jeu e Kashmir

2 years ago

Fall emañ an traoù e Kashmir abaoe pell zo. Tri ugent vloaz 'zo bremañ eo dispartiet ar vro-se : ar Pakistan, an Indez hag ar Chin o deus bep ul lodenn deuzouti. Ha n'eus ket pell eo krog gouarnamant New Delhi da werzañ douaroù ar pobloù muzulman zo 'chom eno.


Marv eo Aruká Juma

Marv eo Aruká Juma

2 years ago

Marv eo Aruká Juma, aet eo gant ar C'hovid-19. Hennezh oa paotr diwezhañ e bobl, ar re Juma, e Brazil. Tout ar re all zo marv pell zo ha setu ne chom nemet teir maouez bremañ, teir merc'h Aruká. Fall-spontus emañ an traoù er vro evit an Amerindianed abaoe eo aet Jair Bolsonaro da brezidant, ha gwasoc'h eo c'hoazh ar bloaz-mañ gant ar c'horonavirus.


Azawad libr ?

Azawad libr ?

2 years ago

E 2012 'oa bet graet o soñj gant Touareged ar Mali en em zispartiañ da grouiñ o bro, Azawad e anv. Met 'oa ket padet gwall bell : bloaz warlerc'h 'oa bet staget deus ar Mali en-dro.


First Previous Next Last