An divskouarn o nijal


Dañsoù Breizh e Bro Ganada

Dañsoù Breizh e Bro Ganada

2 years ago

Lakaet 'vo ar gaoz war an dañs gant Jean-Yves Carrer, prezidant kelc'h keltiek Fors Fouen. O paouez distreiñ deus Bro Ganada emañ hag a-hont 'neus bet digarezioù da vrudañ dansoù ha yezh Breizh. Gantañ 'vo komzet diwar-benn buhez hag istor ar c'helc'h, diwar-benn ar liammoù a zo etre hengoun Breizh hag hini Bro Gebek ha raktresoù Bleunioù Kignez.


Gwareziñ lapoused Breizh

Gwareziñ lapoused Breizh

2 years ago

Ma z'oc'h dedennet gant al lapoused, ma 'peus c'hoant kaout titouroù war stadt o buhez e Breizh ha penaos gwareziñ 'nezho, selaouit an abadenn-mañ. 'Pad tri c'hard eur e vimp gant Ronan Debel, prezidant skourr Penn ar Bed an LPO (Ligue de Protection des Oiseaux) ha Jil Penneg, ezel eus ar gevredigezh. Un digarez eo bet da gomz diwar-benn studi lapoused Breizh, ar pezh eo ret ober ma 'peus c'hoant mont da sellet ouzh al lapoused ha petra a zegas d'an dud tremen eurvezhioù o selaou kan al loened-mañ.


Marguerite le Roy, ur vuhez evit kelenn ar brezhoneg er skolioù publik

Marguerite le Roy, ur vuhez evit kelenn ar brezhoneg er skolioù publik

2 years ago

Marguerite le Roy, goude bezañ bet skolaerez er c'hentañ derez, a zo bet kuzulierez pedadogel. Labouret he deus evit diorren ar c'helenn e brezhoneg, kelenn ar brezhoneg, evit digeriñ diwezhatoc'h ar c'hlasoù Divyezh.


Nedeleg

Nedeleg

2 years ago

Guillaume Fertil, Monique Marie, Michel Quelennec, o zri izili ur c'hlub brezhonegerien deus Kemper, a gont deomp Nedeleg o bugaleaj, hag hini o bugale ha bugale vihan. Marguerite le Roy a brof ivez ur gontadenn deomp, evit an digarez.


Pierre Segalen

Pierre Segalen

2 years ago

Erwan Blanchard gant Pierre Segalen, c'hoarier foot Stade Brestois.


Gant Jean-Jacques Tangi, prezidant komite pesketourien Breizh

Gant Jean-Jacques Tangi, prezidant komite pesketourien Breizh

2 years ago

Gant Jean-Jacques Tangi, prezidant komite pesketourien Breizh


Diskouezadeg BD Landerne. Er Gapusined.

Diskouezadeg BD Landerne. Er Gapusined.

2 years ago

Kinnget gant Tudu Huon.


Habitat et Humanisme, selaou, sikour ha reiñ un ti

Habitat et Humanisme, selaou, sikour ha reiñ un ti

2 years ago

N'eo ket aes kaout ul lojeiz dereat ha marc'had mat. An dra-mañ zo bet komprenet Habitat et Humanisme, ur gevredigezh hag a selaou an dud da gentañ tout hag a ginnig ul lojeiz dezho da c'houde. Per Breton, beleg hag ezel deus Habitat et Humanisme, a ginnigo deomp stadt al lojeiz e Bro Gerne hag ur raktres kaset da benn e Ploneis. Resisadurioù a vo roet gant Per ar Berr, maer Ploneis engouestlet evit al lojeiz sokial.


Ar brezel bed kentañ lakaet war well e ArMen

Ar brezel bed kentañ lakaet war well e ArMen

2 years ago

Niverenn miz Genver ha miz C'hwevrer ArMen 'vo un digarez da gomz diwar-benn ar Brezel bed kentañ deus tu ar Vreizhiz, diwar-benn Kris, tresour deus Brest, Jacques Villeglé, paotr 87 vloaz anezhañ o sevel un arz "ultramoderne". Lakaet e vo ar gaoz ivez war ur veskl en arvar, sonerezh klasel ha stourm ar bonedoù ruz.


Henri Marret, ul livour awenet gant aodoù Breizh

Henri Marret, ul livour awenet gant aodoù Breizh

2 years ago

Dizoloomp ul livour disoñjet a zo bet awenet bras gant gweledvaoù aodoù Breizh, Henri Marret. E mirdi Arzoù Kaer Kemper eo gouestlet un diskouezadeg brav-tre d'e oberenn. Gant Annaïck Loizel, heñchourez a-hont, e vo roet un tañva deus ar pezh a zo da welet er mirdi. Araok miz Meurzh 2014 !


First Previous Next Last