Demat deoc’h, selaouerezed ha selaouerien kaer war gwagennoù Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul. Hiziv ez aimp da veajiñ e tu all Meurvor Atlantel, pas er Stadoù-Unanet met e bro-gKebec, bro ar sonerezh folk awenet gant re Bro-C’hall, Bro-Saoz, Bro-Iwerzhon hag all, degaset gant an drevadennerezh. Meskaj ar mareoù a vo hiziv, tonioù liesseurt a vo selaouet. Uhelit son radio ho karr-tan, ho klozenn hezoug ha prest da veajiñ e Bed ar folk Bro-gKebec ? On y va-tu ? Deomp de’i neuze !
Demat deoc’h, selaouerezed ha selaouerien kaer war gwagennoù Radio KerneNaoned ! Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Merc'her pe bep Sul. Evit distro an Nevez-Amzer hag an heol emichañs setu un tamm meskaj tonioù blues, folk ha blue grass evit echuiñ. Uhelit son radio ho karr-tan, ho klozenn hezoug ha prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? Deomp de’i neuze !
Setu 20vet abadenn Flik-ha-Folk, an abadenn gouestlet d'ar folk, blues ha bluegrass. En abadenn-se e vo kinniget deoc'h tonioù deus Bro-Amerika ha Bro-Saoz, tonioù folk ha blues, tonioù a-feson ha liesseurt evit tremen ur miz Du gant muioc'h a blijadur ! Prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze !
Demat deoc’h, selaouerezed ha selaouerien kaer war gwagennoù Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o walc’hiñ ho tilhad, o ruzañ en ho liorzh pe oc’h evañ ur mojito war ho savenn ziavaez. Hini kentañ ar bloavezh 2023 -2024 ! Kontant on adkavout ac’hanoc’h evit ur bloavezh nevez, leun a donioù blues, bluegrass ha folk, ‘vel da gustum ! Hag e-pad an abadenn-se, an 19vet abadenn, e vo selaouet tonioù folk nemetken ha tonioù folk, gouestlet dreist-holl d’ar fleüt : ar fleüt a-dreuz, ar fleüt a-dreuz e koad pe an tin-whistle. Prest da veajiñ e Bed ar folk ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Demat deoc’h, selaouerien kaer Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o ruzañ dindan an heol, o labourat pe o livañ mogerioù ho ranndi peogwir, Ma Doue, pegen lous e oant ! Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk ! Pa oan o prientiñ ar pempzekvet abaadenn-se e oan o soñjal ‘moa ket lakaet kement-se a donioù bluegrass. Poent eo remediñ ouzh an dra-se. Hiziv e vo kavet tonioù bluegrass a bep amzer, a bep lec’h hag a vareoù disheñvel neuze. Prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Demat deoc’h, selaouerien kaer Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o lenn en o liorzhig, o keginañ traoù mad ha dous, o ferañ dilhad, neketa ar baotred pe o vleinañ war-zu o zi ! Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk ! Hag hiziv e vo selaouet tonioù folk, tonioù savet gant arzourien deus Bro-Skos nemetken. Prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? e Bro ar c’hiltoù hag ar pred Haggis (sot on gant ar meuz-se)… Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Demat deoc’h, selaouerien kaer Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o rekañ ho ranndi paotred, o sellet ouzh ho pesked o akwariom, oc’h evañ un tasad chokolad tomm (un tamm whisky ennañ evel-just) pe o chmel bamet ouzh an oabl ken glas ! Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk ! Hag hiziv e vo selaouet tonioù savet gant unan eus re wellañ : Eric Clapton. Prest da veajiñ e Bed ar soner-se ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Demat deoc’h, selaouerien kaer Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o flapaat gant ho mignoned, o labourat war ho urzhiataer pe o vanifestiñ er straedoù (perak pas ‘benn ar fin !). Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk ! Hag hiziv e vo selaouet tonioù blues nemetken ha tonioù blues savet ha kanet gant maouezed. Prest da veajiñ e Bed ar blues ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Demat deoc’h-c’hwi, holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o huñvreal , o kanañ gant ho mignoned pe o c’hoari kartoù gant ho pugale . Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk ! En abadenn-se e vo selaouet tonioù folk deus ar broioù Reter : bro-Russia, bro p/Bologn, bro Romania hag all… Prest da veajiñ e Bed folk ar broioù Reter ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze ! ton 1 : OTAVA YO – pro ivana ton 2 : MELNITSA – proshhai ton 3 : LABORATORIUM PIESNI – sztoj pa moru ton 4 : ZIMA – caucase kavkaz ton 5 : HUUN HUUR TUV – konguroi sixty horses in my herd ton 6 : TARAF DE HAIDOUKS – clejani love song