Liorzh Marzhus Ildut


Koad Bollore 1.

Koad Bollore 1.

20 days ago

Deomp da bourmen war gwenojenn ar gwez, ul lec'h bihan met talvoudus rak kazi holl spesadoù gwez Breizh a gaver eno.


Ar vuhez 'barzh ar girzhier 'pad ar goañv 2

Ar vuhez 'barzh ar girzhier 'pad ar goañv 2

20 days ago

An eil abadennig ma ra anv Ildut enni eus al laboused a deue en dro d'e liorzh 'pad an goañv ha klask kompren gant peseurt frouezh 'oant sachet.


Ar vuhez 'barzh ar girzhier 'pad ar goañv.

Ar vuhez 'barzh ar girzhier 'pad ar goañv.

4 months ago

E pad ar goañv 'meus kemeret Ildut un tammig amzer da sellet ouzh ar pezh a c'hoarvez 'barzh ar girzhier tro-dro d'e liorzh, ma teu di laboused a bep seurt. Da ober ar girzhier eno 'neus piketaet plant-gwez a bep seurt, spesadoù 'vez frouezh ganto 'pad ar goañv. Lavarout a ra Ildut deomp peseurt frouez a 'z a gant al laboused 'pad ar goañv. Hervez al lezenn n'eo ket aotret leuskel ar girzhier da greskiñ betek re. Penaos ober neuze evit kaout frouez asidu 'pad ar goañv? Ildut a lavar deomp peseurt diskoultrañ 'vez graet gantañ.


Ar poull-dour bet adaozet!

Ar poull-dour bet adaozet!

5 months ago

Hir eo bet ar goañv gant barradoù-glav a-leiz. Bremañ pa z'eo distro an nevezamzer e raio tri mil vat deomp mont da ober un tamm tro 'barzh liorzh Ildut ma ’z eus bet cheñchamantoù ennañ : kresket ha bravaet eo bet ar poull-dour. Ar poulloù-dour o deus, el liorzhoù, ur perzh a-bouez e-keñver ar vevliesseurted.


Chayotte, pizh-chich ha fer.

Chayotte, pizh-chich ha fer.

9 months ago

Setu ul legumajenn-frouezenn ( la chayotte) ha plantennoù leguminus (pizh-chich ha fer) nevez plantet gant Ildut pe emañ o soñj plantañ!


Koadeier sintropek 2.

Koadeier sintropek 2.

10 months ago

Muioc'h a zisplegadennoù diwar-benn ur goadeg sintropek o kemeret harp war raktres Gustavo ha Kristen e Plouneour Traezh "Mamm douar, patcha mam


Koadeier sintropek 1.

Koadeier sintropek 1.

10 months ago

Un teknik sevel koadeier magus dreist-holl gant gwez frouezh o kemer skouer diwar ar pezh a c'hoarvez en ur mod naturel er broioù trovanel hag a vez pleustret e Breizh. Displegadennoù ivez diwar-benn kengounid an teir c'hoar.


Un droellenn louzeier.

Un droellenn louzeier.

last year

Un tamm tro 'barzh liorzh Ildut da zeskiñ penaos ober un droellenn louzeier!


Ar plant talvoudus 2.

Ar plant talvoudus 2.

last year

Peseurt louzeier a gustum merkañ an douaroù trenk? Bez’ emañ an triñchin, ar bara-koukoug ha c'hwervizon adarre! Plant all o verkañ eo kalet an douar: ar stank-fri, an ed-ledan, an troell, an treuzgeot... Hag er fin, talvoudegezhioù dreistordinal al linad!


Ar plant talvoudus 1.

Ar plant talvoudus 1.

last year

Ar plant talvoudus hervez Ildut: Kaol garv, kabusined, iliav-douar, c'hwervizon. Hag ivez un dibab a louzeier a zegas titouroù war doare an douar. Hiziv ez eomp war-zu a ziskouez deomp eo strujus an douar: Ar gleiz gwenn, Yalc'h ar person, an avron(?), an troad gwazi, al lostoù louarn...


Next Last