Deomp dezhi !


Div gontadenn japanad all

Div gontadenn japanad all

2 years ago

Div gontadenn japanad all a vo kontet deoc'h hiziv : hini ar Roñfl Ruz da zigentañ, ha goude-se istor Urashima Taro. Hag e fin an abadenn 'vo desket deoc'h skrivañ japaneg !


Hanasaka Jiisan

Hanasaka Jiisan

2 years ago

Cheñchomp bro ha deomp da Vro-Japon ! Ur goñchenn hon eus da gontañ deoc'h, ur gontadenn japanad mod-kozh : Hanasaka Jiisan pe c'hoazh "Istor ar paotr kozh a lakae ar gwez marv da fleurisañ en-dro".


Kontadennoù maori

Kontadennoù maori

2 years ago

Pell zo n'eus ket bet savet un abadenn nevez avat ! Deuet omp en-dro gant kontadennoù nevez, kontadennoù maori, deus Zelañd-Nevez ma karit : kontadenn ar c'hiwi hag istorioù Maui.


Jazon hag an Argonoted (4)

Jazon hag an Argonoted (4)

2 years ago

Jazon ha Médée a zo deuet a-benn da laerezh ar vaoutken-aour ! Met dav eo d'an Argonoted dont da Iolkos en-dro bremañ. Met savet eo an avel 'kreiz-tout, hag ur barr-amzer a zo 'tont.


Jazon hag an Argonoted (3)

Jazon hag an Argonoted (3)

2 years ago

Ar Roue Eetes ne faot ket dezhañ reiñ ar maoutken-aour da Jazon diouzhtu. Dav eo dezhañ ober un dra bennak evitañ a-raok : mont da zoñvaat an daou daro arem, labourat parkeier an Doue Ares ganto, hadañ dent-dragon en irvi ha neuze en em gannañ gant ar soudarded a gellido goude. Dre voneur eo bet sikouret Jazon gant Mede, merc'h ar Roue. Met un den faos eo he zad ...


Jazon hag an Argonoted (2)

Jazon hag an Argonoted (2)

2 years ago

Jazon hag e gamaraded, an Argonoted, 'zo aet kuit deus Iolkos da vont d'ar C'holdid, bro ar maoutken-aour. Met da zigentañ eo dav dezho paseal dre ar C'herreg Glas : div garreg vras a vir deus ar bagoù da vont pelloc'h. Penaos ober ?


Jazon hag an Argonoted (1)

Jazon hag an Argonoted (1)

2 years ago

Ur goñchenn all a vo kontet deoc'h hiziv c'hoazh ! Ur istor kozh-tre, un istor a zo bet savet tri c'hant bloavezh a-raok Jesus gant Apollonios Rodos : Jazon hag an Argonoted !


Nedeleg

Nedeleg

2 years ago

Salud deoc'h bugale ! Hiziv 'vo kontet deoc'h div gontadenn vrav evit Nedeleg ! Da zigentañ 'vo Nedeleg Moutig, savet diwar levr Yann-Bêr Kemener hag Anna Magron, ha goude-se neuze 'vo Les P'tits Renards s'envolent pour Noël ! gant Sillousoune ha Claire Bajen-Castells, ha lakaet e brezhoneg ganeomp. Hag e fin an abadenn c'hoazh 'vo telefonet d'an Tad-kozh Nedeleg !


Ar vakañsoù-erc'h

Ar vakañsoù-erc'h

2 years ago

Tunvezh ha Benjamin a zo bet en Alpoù n'eus ket pell ! Hag ur bern traoù o deus da zeskiñ deoc'h neuze : petra eo an erc'h, petra eo un diruilhad-erc'h (un avalañch ma karit) pe c'hoazh 'blam da betra zo e'mm da « fartañ » ar skioù ! Plijadur 'vo war an heñchoù-ski !


Teir c'hontadenn afrikan

Teir c'hontadenn afrikan

2 years ago

Tunvezh ha Benjamin a zo bet o veajiñ e Afrika evit ar vakañchoù ! Hag an daou-mañ 'neus desket kontadennoù du-hont ! Ha kontant int da gontan teir deuzouto deoc'h hiziv ! Digentañ neuze 'vo "Lostoù al loened" gant Benjamin, goude-se 'vo "Mariko ar Chaseour" gant Tunvezh, hag evit achuiñ 'teuio Benjamin en-dro adarre evit "Ar Roue hag ar C'heginer" !


First Previous Next Last